Kinnigadenn

Fermer A bep seurt

Fermer Al laz-Kanañ Mond Davedoc'h

Fermer Barzhonegoù,fablennoù ha rimadelloù

Fermer Bet kavet war internet

Fermer Brezhonegerien Bro Bariz

Fermer Istorioù

Fermer Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved

Fermer Klaskerien soñjoù

Fermer Kontadennoù

Fermer Memor Ti ar Brezhoneg

Fermer Oberiantizoù a zo bet graet

Fermer Oberiantizoù ingal

Fermer Sikour talvoudus evit deskiñ ar yezh

Fermer TAB TV

Fermer Titouroù diwar-benn TAB

Fermer abadennoù war ar radiooù ha téléoù

Fermer ar skrivagnerien

Fermer chadenn ar vro savet gant Hervé Calvez dastumer bro Chelgenn

Enklask




Gweladenn

   visiteurs

   visiteurs en ligne

Titouroù diwar-benn TAB - Pal ar gevredigezh

E 1987 e Paris e voe bet krouet Ti Ar Brezhoneg, kevredigezh hervez lezenn 1901, distag eo diouzh kement aozadur pe gevredigezh all a zo.
Pal ar gevredigezh a zo bodañ brezhonegerien, studierien war ar brezhoneg, holl re o deus c’hoant mont war raok gant ar yezh.



Digor eo d’an holl.

Petit_bandeau_TAB.gif
Petra eo Ti ar Brezhoneg ? Ti ar Brezhoneg a zo ul lec'h (an hini nemetañ e Pariz) : evit en em gavout gant brezhonegerien, sellout ouzh filmoù brezhonek, amprestañ levrioù pe gasedoùigoù, evañ ur bannac'h...

 

 Ne gomzan ket mat-tre brezhoneg. Ha dont da Ti ar Brezhoneg a c'hellan ober evelato ? Ya 'vat. N'eo ket ret-ret komz ur brezhoneg eus ar c'hentañ. Trawalc'h e vo m'emaoc'h o teskiñ brezhoneg abaoe bloaz pe zaou, peadra da gomz un tammig ha da gompren an darn vrasañ eus ar pezh a vez lavaret gant ar re all
 

 

 

Brezhoneg evit ar wezh kentañ, met n'emaomp mui e miz Gwengolo. Ha ret eo din gortoz betek miz Gwengolo a zeu ?N'eo ket. Posupl eo dont da dTi ar Brezhoneg evit ar wezh kentañ da forzh pe vare eus ar bloavezh (gant ma vo digor, evel-just : na zeuit ket e-pad an hañv nag e-pad ar vakañsoù-skol !).

 

  Ha petra 'm eus ezhomm degas ganin ? Netra ebet. Er c'hontrol, bez' e c'hellot amprestañ levrioù, kazetennoù ha kasedoùigoù digant TaB.
  

 

Ha petra ' vez graet e-kerz un abadenn ?Bez' e c'heller komz dre strolladoùigoù pe holl a-gevret, bez' e c'heller lenn, kanañ, selaou sonerezh pe ur brezegenn, h. a.

 

Ha diwar-benn petra e komzer ?Tra pe dra, forzh petra. Ar pal nemetañ eo komz brezhoneg, koustet a gousto.


Date de création : 30/12/2010 @ 00:11
Dernière modification : 30/12/2010 @ 00:18
Catégorie : Titouroù diwar-benn TAB
Page lue 4682 fois


Imprimer l'article Imprimer l'article


^ Haut ^