Kinnigadenn

Fermer A bep seurt

Fermer Al laz-Kanañ Mond Davedoc'h

Fermer Barzhonegoù,fablennoù ha rimadelloù

Fermer Bet kavet war internet

Fermer Brezhonegerien Bro Bariz

Fermer Istorioù

Fermer Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved

Fermer Klaskerien soñjoù

Fermer Kontadennoù

Fermer Memor Ti ar Brezhoneg

Fermer Oberiantizoù a zo bet graet

Fermer Oberiantizoù ingal

Fermer Sikour talvoudus evit deskiñ ar yezh

Fermer TAB TV

Fermer Titouroù diwar-benn TAB

Fermer abadennoù war ar radiooù ha téléoù

Fermer ar skrivagnerien

Fermer chadenn ar vro savet gant Hervé Calvez dastumer bro Chelgenn

Enklask




Gweladenn

   visiteurs

   visiteurs en ligne

Oberiantizoù a zo bet graet - 2010 expolangues Katalaneg : yezh a enor

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Expolangues 2010 Yezhoù rannvroel hag a zo trec'h en o c'horn-vro.

 

Emañ Expolangues e Pariz o paouez serriñ e dorojoù hag er bloaz-mañ ez eus bet kalz a blas roet d'ar Yezhoù rannvroel muioc'h a blas eget kustum a gav din . Da gentañ Katalaneg a zo bet yezh a enor e kreiz ar saloñs gant ur pezh stand .Ne oa ket posupl chom hep degouezhout warnañ gant e 5 ostizes d'an nebeutañ . Aze e oa displeget e vez komzet Katalaneg e 4 bro en Europa gant 9,1 milion a dud. Istor ar c'hatalaneg a zo kontet da vezañ ur «success story» . Niver a yezherien a gresk ha Katalaneg a zo bremañ ar daouzekvet yezh komzet e Unvaniezh Europa .Unan all a zo bet meneget kalz er prezegennoù a zo bet penn da benn e pad ar saloñs a zo Kembraeg . Kembraeg a zo ivez ur skouer mat eus ar yezhoù az a war an tu mat peogwir ez eus muioc'h a dud hag a zo gouest da gomz Kembraeg bremañ eget ma oa e 1991 . D'an devezh a hiriv 40 % eus ar vugale etre 5 ha 15 bloaz a zo gouest da gomz e Bro Gembre. E Cardiff etre 1985 niver ar skolioù e Kembraeg a zo paseet eus 5 da 14.Met ne oa stand ebet evit ar c'hembraeg. Euskareg en doa daou stand unan evit Euskareg Bro Euskadi ha unan all evit Euskareg eus Bro Navarre . Ur stand a oa ivez evit ar Galego eus Bro Galicia . An tri yezh-se a zo yezhoù ofisiel e Bro Spagn Ha peb hini a c'hell implij eno yezh ar rannvro evit ober paperioù melestradurel. Ar standoù-se a oa paeet gant gaouarnamant ar rannvroioù. Prezegennoù a zo bet ivez diwar benn madober an deskiñ abred. Stand ar Brezhoneg a oa dalc'het gant Identité Bretonne hag he frezidant Loeiz Ar Beg. Kelennerien war ar Brezhoneg a oa ouzhpenn warnañ . War stand ar «Délégation générale à la langue Française et aux langues régionales» e oa taolennoù skrivet bras he fal warno : «valoriser les langues parlées en France , qu'elles soient régionales d'outre-mer ou issues de l'immigration» ha «Depuis toujours on parle en France d'autres langues que le Français, dans l'hexagone et outre-mer»
 

Loeiz ar beg eus identité Bretonne "Ar goanag a zo ganeomp hep feulster":
exIdentite_Bretonne_les_bretonnants.jpg

 
Ar Galego Yezh Galicia:
exgalego_presentation.jpg


Ur gentel Galego:
exGalego_cours.jpg


Euskareg Bro Euskadi:



Euskareg Bro Navarre:


Katalaneg e Pariz:
exCatalan2Hotesses.jpg


Vives evit Katalaneg:
exCatalan_4_Bar1.jpg


Meirion Prys Jones :Kembraeg un dro vat:
exMeyrion_Price_Jones_Bro_Gembre_Conference.jpg

exGallois_conference_1.jpg

Miquel Strubell Trueta :Katalaneg un dro vat:
exMiquel_Strubel_Katalogn.jpg



Joan Pere Le Bihan Kant dre gant Katalan ha hanter Breton ha respont ar guzulierez europeat Teresa Conderso:
exJoan_Pere_Le_Bihan.jpg

exLa_conseillere_europeene_portuguaise.jpg


Pietr Van de Kraen :deskiñ abred ar yezhoù
exBelgique.jpg

exMultilingisme_slide_1.jpg

exMultilingisme_slide_2.jpg


Tony Stockwell : deskiñ abred ar yezhoù
 exTony_Stockwell_du_liechstentein.jpg
 

Ar "Délégation générale à la langue française et aux langues régionales"
exDelegation_generale_1.jpg
 
exDelegation_generale_2.jpg

Date de création : 30/12/2010 @ 01:09
Dernière modification : 28/04/2013 @ 22:25
Catégorie : Oberiantizoù a zo bet graet
Page lue 4509 fois


Imprimer l'article Imprimer l'article


^ Haut ^