Kinnigadenn

Fermer A bep seurt

Fermer Al laz-Kanañ Mond Davedoc'h

Fermer Barzhonegoù,fablennoù ha rimadelloù

Fermer Bet kavet war internet

Fermer Brezhonegerien Bro Bariz

Fermer Istorioù

Fermer Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved

Fermer Klaskerien soñjoù

Fermer Kontadennoù

Fermer Memor Ti ar Brezhoneg

Fermer Oberiantizoù a zo bet graet

Fermer Oberiantizoù ingal

Fermer Sikour talvoudus evit deskiñ ar yezh

Fermer TAB TV

Fermer Titouroù diwar-benn TAB

Fermer abadennoù war ar radiooù ha téléoù

Fermer ar skrivagnerien

Fermer chadenn ar vro savet gant Hervé Calvez dastumer bro Chelgenn

Enklask




Gweladenn

   visiteurs

   visiteurs en ligne

Oberiantizoù a zo bet graet - 2010- Gweladenn diskouezhadeg e Mirdi Albert Kahn (

Albert Kahn

 

Setu Mirdi Albert Kahn, gant e liorzh vrav, awenet gant danvezioù liesseurt : liorzh giz-bro-c'hall, giz-bro-saoz, giz-bro-japan ha evel menezioù Vosges, koad alaouret, koad c'hlaz, pradenn, geun.

 

Da c'huzul-departamant 92 eo ar mirdi.

 

Piv e oa Albert Kahn ?

 

Ganet e oa bet Albert Kahn e bro-Elzas e bloavezh 1860. En ur gumuniezh a varc'hadourien yuzev. E wir anv-bihan eo Abraham.

 

Goude ar brezel a-enep ar brusianed en 1870 e oa bet kollet ar vro gant ar Frañs. E familh a zivize chom gallek ha setu int a zlee dec'hout kuit.

 

Labourat a reas en ti-bank a-raok mont da vezañ ur banker e-unan. Gounit a reas kalz arc'hant gant mengleuzioù aour ha diamantoù e Bro-Afrika ar Su.

D'ar poent-se, gant ma oa deuet da vezañ pinvidik hag en oad, e zivizas da c'houestlañ e vadoù hag e vuhez d'ar peoc'h er bed.

 

Teulioù ar bed

 

Fondasionoù a bep seurt a oa bet savet gant Albert Kahn evit mont war-raok gant digoradur ar speredoù evit kompren ar pobloù all. Traoù all a oa bet graet gantañ diwar-benn skiant ar mab-den, skiant sokial, medisinerezh hag all.

 

Ar pezh a dedenn ac'hanomp eo teulioù ar bed "les archives de la planète". Albert Kahn en doa an emskiant ennañ a yelo da get sevenadurioù ar pobl ha sevenadurioù ar pobloù gant an dispac'h greantel. Setu eñ da arc'hantaouiñ beajoù er bed a-bezh da skipailhoù luc'hskeudennerien evit kemer testenioù eus buhez ar mab-den.

Echu e oa an oberiantiz gant enkadenn 1929 : Rivinet e oa bet Albert kahn.

liorzh3.jpg



liorzh2.jpg



liorzh1.jpg


Date de création : 30/12/2010 @ 01:12
Dernière modification : 30/12/2010 @ 01:12
Catégorie : Oberiantizoù a zo bet graet
Page lue 4442 fois


Imprimer l'article Imprimer l'article


^ Haut ^