Kinnigadenn

Fermer A bep seurt

Fermer Al laz-Kanañ Mond Davedoc'h

Fermer Barzhonegoù,fablennoù ha rimadelloù

Fermer Bet kavet war internet

Fermer Brezhonegerien Bro Bariz

Fermer Istorioù

Fermer Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved

Fermer Klaskerien soñjoù

Fermer Kontadennoù

Fermer Memor Ti ar Brezhoneg

Fermer Oberiantizoù a zo bet graet

Fermer Oberiantizoù ingal

Fermer Sikour talvoudus evit deskiñ ar yezh

Fermer TAB TV

Fermer Titouroù diwar-benn TAB

Fermer abadennoù war ar radiooù ha téléoù

Fermer ar skrivagnerien

Fermer chadenn ar vro savet gant Hervé Calvez dastumer bro Chelgenn

Enklask




Gweladenn

   visiteurs

   visiteurs en ligne

Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved - Fransa ha Jermen : Son Komana


 
l
 

Roc'h Trevezel
Elle.jpg

Mond a ran da gontañ deoc'h

bremañ en ur ganañ

Ar chanson zo komposet

diwar-benn Komana

 

Komana zo ur vro gaer

Dre prajou ha koat

nemet 'benn gellout bevañ

e ranker labourat

 

kalz a dud a lavar deomp

hon eus ur binvidigezh

gant ar soursennoù bihan

zo bordig ar menez

 

Met an dour-se n'eo ket deomp

mont a ra d'ar richerioù

hag e za treuzek ar mor

penn da benn gant kanioù (kanioù = vallons)

 

Hag ur stank a zo bet graet

e-kichen an Drenneg

evit ober ul lenn vras

da gas dour d'ar Juloded

 

Hag an dud a oa eno

a zo bet displantet

Ranket o deus bet kuitaat

o ziez zo beuzet

 

Un iliz a zo ivez

e kreiz bourk Komana

Klaset eo gant arzhoù kaer

e-touesk ar re vraoañ

 

Hag e-barzh an iliz-se

ez eus un tour uhel

hag a zo kalz huelloc'h

'vel m'az eo tour Kastell (= tour ar c'hreisker e kastell Paol)

 

Bez e oan bet o pourmen,

war gein menez Are

'lec'h ma 'mañ an disparti

'tre Leon ha Kerne

 

Graet am boa un azezenn

war beg roc'h Trevezel

Eus eno me a wele

An hanter eus Breiz-izel

 

Diouzhtu en hor c'hichen

oa tour Plouneour-Menez

ha penn da benn gant ar c'han (kan =vallon)

e oa richer Penzez

 

Pa droen va fenn en tu-all

e velen lenn Brennilis

Honnezh zo diouizhtu eno

Kreiz bro ar Gernevis

 

Mont a ran da lakaat fin

Dalc'het on gant sec'hed

Rak a-nez c'helloc'h behañ sur (a-nez=sinon) (behañ =bezañ)

ne vijen ket ehanet

 

N'on ket gouest da ganañ ken

gant ar sec'hed am eus

P' az an da esa ober

ez a va beg a-dreuz


Date de création : 27/02/2011 @ 13:25
Dernière modification : 28/04/2013 @ 22:26
Catégorie : Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved
Page lue 5046 fois


Imprimer l'article Imprimer l'article


^ Haut ^