Kinnigadenn

Fermer A bep seurt

Fermer Al laz-Kanañ Mond Davedoc'h

Fermer Barzhonegoù,fablennoù ha rimadelloù

Fermer Bet kavet war internet

Fermer Brezhonegerien Bro Bariz

Fermer Istorioù

Fermer Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved

Fermer Klaskerien soñjoù

Fermer Kontadennoù

Fermer Memor Ti ar Brezhoneg

Fermer Oberiantizoù a zo bet graet

Fermer Oberiantizoù ingal

Fermer Sikour talvoudus evit deskiñ ar yezh

Fermer TAB TV

Fermer Titouroù diwar-benn TAB

Fermer abadennoù war ar radiooù ha téléoù

Fermer ar skrivagnerien

Fermer chadenn ar vro savet gant Hervé Calvez dastumer bro Chelgenn

Enklask




Gweladenn

   visiteurs

   visiteurs en ligne

Klaskerien soñjoù - Jean Bourlès bet reder marc'h houarn e Tro Bro c'hall


 

Diviz Jean : "Sko e-barzh ha gwelet e vo"

JBIMGP0979.jpg

copyright evit ar fotoioù kozh: Jean Bourlès ha rené Sillau

JBAlaferme.jpg


Paotred Koat Pin o vont da troc'hañ foen
JBLesfaucheurs.jpg



JBtour de france 1957.jpg

«Sko e-barzh ha goude-se e vo gwelet»

(E mod-se e oa kont e lavar Jean Bourlès)

 

Ganet on e Brulueg e Pleyber-Christ. Goude-se e oa bet feurmet gant va zad un atant e Lizourc'h ha da c'houde unan brasoc'h e Kernevez. C'hwezek vloaz e oan pa oan aet e-barzh an ekip a droc'her foenn,ur seurt chantier,Paotred koad Pin e anv. Tost da dregont e oamp e-barzh . Auguste Paugam a oa ar chef bras gant e zaou vreur hag hennezh a rae war-dro ar chantier gant e vreudeur . Ar re-se a oa evel ouzh kezeg labour . Unan anezho a oa atav lakaet en araok evit sachañ ar re all pa vezemp o trec'hiñ foenn.

 

An eil bloavezh on bet lakaet me-ivez en araok evel-se da sachañ ar re all e-giz e-barzh ur peloton . Da bemp eur diouzh ar mintin e partien eus ar ger ha da c'hwec'h eur da zebriñ an dijuni e-barzh an tiegezh .Ar falc'h a veze prest atav d'an noz araok gwelet brav gant an den ha prest da gregin e-barzh d'an devezh war lec'h . War hor beloioù kozh ez aemp gant toud an ostilhoù falc'h hag-all staget start ouzh ar velo gant ur fiselenn . Ne veze ket ankounac'haet ar reizh c'hovelat nag ar vein da lakaat er c'horn a veze staget ouzh ar bragez gant dour e-barz . Da zek eur e veze stropet ar falc'h gant ar reizh c'hovelat .Bep div eur e ranker stropañ anezhi ha bep dek vunut lemmañ anezhi gant ar vein . Araok trec'hiñ un tachad ,ar patron a rae ar marc'had gant ar peizant evit an ekip . Ma vije dek zervezh arat e vije defaut dek zen. Tost da un devezh arat da bep hini evit un devezh . Me am eus tennet lin ivez . Du-man e oa lin ivez . Hag ar re a oa e-kichen o doa ivez setu en em glevet a raemp , Da bep hini e dro da vezañ tennet e lin dezhañ gant an holl . Un toullad fermioù a en em sikoure evel-se . «l'entraide» e veze graet eus an dra-se .Un devezh labour e ti pep hini e-pad pemzek devezh . Pa oa «de l'entraide» ne veze ket paeet an dud .Tennan patatez a raen kenkoulz . En em sikour a raemp toud . Me a soñj din e oamp tost da ur miz o tennañ patatez . Ne veze ket tennet gant an dorn , ar patatez a oa tennet gant ar marc'h a zigore ar renk gant un ostilh . Neuze ne chome ken met da durian un tammig ha dispartian ar re n'int ket mat ,atav war hor penn-glin gant un tamm eus ur sac'h patatez toullet warno hag un tamm fisel da chom start warno. Evel-se ne veze ket toullet ar bragoù en ur ruzañ ar penn-glin war an douar .Ar patatez a veze lakaet e-barzh ar satos da gentañ ha digaset d'ar ger ha diskarget en ur sachañ al liñsel a-zindan ha barzh sac'hadoù kant lur ha marteze ouzhpenn goude-se. Pa oan o trec'hiñ foenn e oan paet setu aze em eus gounezet un tamm arc'hant D'ar poent-se ne veze ket prenet a veloioù nevez gant ar familhoù d'o bugale. Setu e lavaren din-me nondendistag! Gwelloc'h eo din kemer ur velo .N'em boa ket prenet ur velo diouzhtu , n'em boa ket a-walc'h a arc'hant setu em eus trec'het foenn daou vloaz diouzh renk hag em eus gounezet 1000 lur bemdez ha gant an dra-se em boa gellet prenañ ur velo , setu aze e oan partiet neuze .Setu da driwec'h vloaz am boa prenet va velo kentañ gant an arc'hant bet gounezet o trech'iñ foenn . Hag em boa choaset ur Glorius e ti Desbordes e Montroulez .Glorius a oa ur merk bras a Vontroulez e ti Masson hag a oa bet ur stal bras war blasenn Traoulenn. Aze ar beloioù a veze montet . E Tour de l'Ouest ez eus bet zoken un ekip Glorius . Ar chef a oa dija Gabriel Rabany . Markoù all a oa ouzhpenn e Breizh vel Arrow e kemper ha Stella e Naoned .N'on ket bet kalz d'ar mekanisian pa oan o c'hoursal , ober a raen ma-unan . N'eo ket diaes pa vez bet graet ur wech e vez mat..An div gours kentañ am eus gounezet a oa bet e Pleyber er pardon e 1947 ha 1948 . D'ar poent-se e veze ar pardon d'ar sul , ar c'hoursoù d'al Lun hag ar foar d'ar Meurzh evel-se e veze e Pleyber hag e-lec'h all .

Ne oa ket gwelet mat d'ar poent-se evit ur paotr diwar ar maez mont da c'hourser . An dra-se n'eo ket ur vicher a vije lavaret dezhañ . A-benn ar fin memes-tra ,prezidant klub Montroulez Rabany e anv, a oa deuet da welet va zud da lavaret dezho leuskel ac'hanon en em entraini un hanter-devezh ar sizhun , un hanter devezh a oa reizh , kant tregont kilometr d'ar Yaou ,setu e c'hounezen muioc'h a goursoù goude-se . D'ar poent-se ne c'hounezen ket kement-se met marteze tri ugent mil lur evit ar bloaz kentañ ne oa ket fall memes-tra , ar re all o doa gounezet nebeutoc'h . Abaoe ,bep bloaz e c'hounezen trizek, pevarzek kours , goude-se ahed ar bloavezhoù e c'hounezen muioc'h atav

Da c'houde eo deuet beloioù gwelloc'h skañvoc'h . Met taoler evezh e rankes memestra da repari ar re skañvoc'h pa vijen bet torret.

 

Prezidant ar c'hlub Gabriel Rabany a rae toud an aelioù evit al labour douar d'ar poent-se war hent Plougonven e Montroulez .

Dek zen a veze o labourat en e usin gant an 3x8 dijà d'ar poent-se .

Kalz a kourserien eus ar poent-se a zo bet o labourat e ti Rabany .

Tammoù houarn a veze trec'het pandeiz ha soudet da c'houde war ar rojoù da ober ahelioù evit kement satos ha remork a oa er vro. An aelioù a veze gwerzet d'ar c'harrer da c'houde evit echuiñ ar c'harr gant koad. Ha me a gav din e veze graet ahelioù nevez ivez diwar aelioù kozh bet chomet goude ar brezel. Setu an aotrou Rabany en doa ur c'hamion ha gantañ ez ae da gas ar gourserien da goursal e peb lec'h .

 

Me a zo bet e Reims gantañ e-barzh e gamion evit ar «championnat de France Amateurs» . Ma unan gant va velo e oan e-barzh ar c'hamion hag e vije lakaet din ur matelas da ehanañ un tammig. An traoù a veze graet «e règl» me lar dit peogwir me a oa ar champion . E Reims e oan entreet da gentañ war ar pist , met komenset e oa gourserien all da zibaseal ac'hanon hag em boa bet aon . Feiz! m'oa ket gwelet velodrom ebet james araok.

N'em boa entraineur ebet , den ebet n'en doa desket din ar vicher . Met e-mod-se e oa kont .. War ar journal e welen e-pelec'h e oa ur c'hours hag ar prizioù ha toud hag ar c'lub a gemere ac'hanon d'ar Meurzh a-benn ar zul pe evit al lun . D'ar Sul ha d'ar Lun e oa koursoù ingal kazimant . En em zemerdi a ranken evit mont da goursal , alies ez aen gant va velo . Ur wech er Bouguen e Brest e oan aet e bisiklet ha gant ar c'hasskrout e-barzh va sac'h . E-barzh ne oa nemet un tamm bara amann , ur banne dour ha sed aze toud ha pa veze echu ar c'hours ne oa na douch na vestiaire na me oar me . E-barzh ur park e-kichen e veze cheñchet bragoù ha mat pell zo .Pa veze krevet va rod e veze cheñchet ganin ar boyau Boyauoù de rechange am beze a-drek ar sell . Gounezet em boa ar c'hours er Bouguen ha deuet e oan en dro gant ur boked fleur war ar c'hidon da zegas da va mamm ; .Fidandoue! ar boked-se ne oa ket fresk ken pa oan en em gavet e ti va mamm .

Bozec a oa ur marc'hadour velo all e Montroulez hag en doa kinniget din mont da welet ar marc'hadour bier Peron da gaout ur maillot ha goulenn prim kilometrik 150 lur pep km pep kours gounezet. Graet e oa an afer ha ne oa ket fall. Pub Petershmitt a oa bet graet d'ar poent-se e Brezhoneg : «Evit bezan kreñv evel Yann Bourles evit Petershmitt bemdez» Ha Peron ar marc'hadour bier a lake pub war ar journalioù

 

E 1949 em boa komenset da ober koursoù brasoc'h .. Ne oan ket na sprinter na rouler me oa kentoc'h« sko e-barzh ha goude-se e vo gwelet »

Ur wech am boa desidet mont gant an tren da Naoned evit ar «Grand prix des espoirs de l'ouest» an hini bras kentañ e oa evidon Pa oan en em gavet e Naoned , e oamp daou c'hant bennak en depar hag e oan en em gavet da gentañ setu ne oa ket fall memes-tra hag em eus gounezet ur pezh statu hag ur velo .Ar pezh am boa gounezet a oa re bonner da zigas en dro d'ar ger gant an tren . Setu ar prezidant Rabany a zo bet da gerc'hed anezho gant e oto diwezatoc'h. Ur Rosengart e oa , m'em eus soñj mat eus an dra-se. N'ez ae ket buan tamm ebet ha gant an aer o tont e-barzh em boa paket ur boan lagad bras o vont hag o tont e Naoned . Mont da Naoned gant un oto Rosengart e-mod-se a oa spontus. Rabany a oa ur prezidant mat evit ar gourserien yaouank . Ne oa ket kalz a otoioù d'ar poent-se . E Pleyber e 1949 ne oa nemet peder oto etre toud.,.Goude-se em boa gounezet trizek kours a-benn fin ar bloaz , setu n'ez ae ket fall an traoù

 

A-wechoù em eus krevet ivez , ur wech em eus soñj , e Ballon d'Alsace en tour de France e oamp c'hwec'h er penn hag em eus krevet e traon ar Ballon .D'ar penn kentañ ne oa ket a otoioù war-lec'h . Ne oa nemet un oto pell war va lec'h ur 4 CV pe un 203 marteze hag e oan bet 2 vunut marteze o cheñch ar boyau ma-unan. Ur wech all e-barzh ar «Route de France» em boa bet un accident pa oan o erruout war ar re echapet hag e oa deuet un oto war va hent .Ma vijen ket bet e-barzh ar remblais e vijen bet en oto . Aze e oa deuet ur broñs mod-se din . Ar vugale hag ar chas a zo dañjerus war an Tour ,ur wech ma vijen ket bet e-barzh un toull-karr em bije lazhet bugale hag aze en toull-karr e oa ur varren houarn . Paseet e oa ul loden eus va divesker dindan ar varren . Pa oan o c'hoursal n'on ket kouezhet alies .

D'ar bevarzek a viz Gouere 1957 em eus gounezet un etap eus an tour de France e Ax les Thermes . An etap a oa eus Barcelone betek Ax les Thermes hag em eus gounezet goude un «echappée»en va unan eus kant hanterkant kilometrad goude bezañ bet paseet col du Puymorens. Hanter-kant vloaz goude-se on distroet di gant mignoned din eus amañ da welet penaos eo bremañ , hag on bet degemeret mat . Soñj o deus ouzin atav ha dekoret on bet gant ur vedalenn ha anvet sitoian a enor eus ar barrez . Tri-wec'h den eus amañ a oa ganin ha lod anezho o deus graet adarre ar memes etap penn da benn..

 

 

Goude an tour bras e veze e Breizh Kriteriomoù , tri pe peder e-pad ar sizhun hag e veze arc'hant da c'hounit hag an dra-se a interese ac'hanon-me , an arc'hant , kompren a rit e ranker gounit . Bez e oa Kriterium Plougasnou hag e oa daou ugent mil lur d'an hini kentañ hag em boa gounezet aze ur wech an dra-se a oa arc'hent dija evit ar poent , un ijinour ne c'houneze ket an dra-se en e viz ,

Ar siclism a zo ur sport hag a zo start kenañ ,ur sport fizik araok toud se a zo kaoz barzh ar ferm em boa gounezet toud an dra-se en ur vont da drec'hiñ foenn , an dra-se a oa dijà evel ouzh an tour de France kazimant . Ar c'hourserien a zo tud kalet . Ouzhpenn bezañ solud e-barzh o fenn e rankont bezañ speredek evit analisañ ar c'hours . Deskiñ ar vicher e reer bemdez . Ma ne vezes ket kourajus dalv ket dit mont .

Ugent vloaz em eus graet ar c'hourser.

War-dro 247 gours em eus gounezet etre toud.

 


 



Gounezet e oa bet priz  an deraouidi gant Jean e Naoned e 1949 . Jean a oa bet gant an tren evit ar redadeg setu da c'houde e oa bet da gerc'het e briz gant ar prezident Rabany en e oto Rosengart
JBprix nantes.jpg



JBIMGP0989.jpg



JBlivre.jpg



JBlepardon.jpg

Date de création : 13/11/2011 @ 21:35
Dernière modification : 07/02/2012 @ 12:56
Catégorie : Klaskerien soñjoù
Page lue 5179 fois


Imprimer l'article Imprimer l'article


^ Haut ^