Kinnigadenn

Fermer A bep seurt

Fermer Al laz-Kanañ Mond Davedoc'h

Fermer Barzhonegoù,fablennoù ha rimadelloù

Fermer Bet kavet war internet

Fermer Brezhonegerien Bro Bariz

Fermer Istorioù

Fermer Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved

Fermer Klaskerien soñjoù

Fermer Kontadennoù

Fermer Memor Ti ar Brezhoneg

Fermer Oberiantizoù a zo bet graet

Fermer Oberiantizoù ingal

Fermer Sikour talvoudus evit deskiñ ar yezh

Fermer TAB TV

Fermer Titouroù diwar-benn TAB

Fermer abadennoù war ar radiooù ha téléoù

Fermer ar skrivagnerien

Fermer chadenn ar vro savet gant Hervé Calvez dastumer bro Chelgenn

Enklask




Gweladenn

   visiteurs

   visiteurs en ligne

Barzhonegoù,fablennoù ha rimadelloù - Fanch Le Verge : Korida Bilbao


 

PlouescadSN851273FrancoisLeverge.jpg

 

 

Eur c'heloù sebezus zo deuet n'ouzon ket penaos
Dreist ar mor bras eus a Vro-Zaos,
Ar Führer Hitler zo marv
Bet toullgofet gant un taro
N'eus ket er ger, a-hont en Allemagn,
Met e Bilbao, porzh-mor a Spagn.
Mall bras em eus d'her c'hontañ d'eoc'h,
Rak bremañ, kredabl, e vo esoc'h.
Bremañ 'z eus teir sizhun, e Korida Bilbao,
'Giz toreadored e oa tri ganfart brav
Anaout mat a rit peb hini :
Hitler, Churchill, ha Benito Mussolini .

Franco, mestr bras ar Spagn, 'n doa kemenet dezo:
" Deuit amañ, paotred, deuit ho tri: neb a vezo,
War al leuren vras, ar gwella
Da gas tirvi da rodellañ,
Hennez a vo karget da sevel deomp ar Reol
A verko da bep pobl e blas dindan an heol.
Ha peoc'h . Rak mall bras eo diwar-benn stourmadoù
A skuilh war ar bed holl ar gwad a vagadoù."
Hag e oant deuet raktal, o zri, 'n un nijadenn,

Unan eus a Londrez, daou a Verchtesgaden.
En dro d'al leuren vras,
C'hellit krediñ oa tud muioc'h eget biskoazh.
Hag hon tri ganfart war al leur,
Kalson ruz war o relegoù,
Beroù lemm en o dournigoù,
O doa terzhienn moarvat , en eur c'hedal an eur.
Dizale, renket mat an traou,
Voe tennet Kolas 'r maez 'z e graou :
Un taro bras , hir e gerniel,
Beget lemm evel bigerniel.
Eur zell a-zehou, eur zell a-gleiz,
Kolas eur pennad a chom reizh.

Me pa well a-dost Benito,
Gouzoug ledan ha penn disto,
Hanter-guzhet e galson ruz
Gant e gov teo hag e gig druz,
E sav ar gwad d'e benn hag e lamm a-benn-herr,
Son e lost, d'e strinkel en aer.
Hor Benito n'eo ket nec'het:
Pa n'eus ket amzer da dec'het,
Ec'h en em led, ec'h en em daol a flao
'Vel un touseg war bevar bav,
('Vel m'eo boazet d'ober dirak al loariaden
A zo mestr e Berchtesgaden).
Ha Kolas, gwintet dreist, a chom eno bamet
O klask gouzout dreist petra en deus lamet.

Goude 'sav war Churchill , Hemañ , lampr e yenoù,
'N eur zistagañ kildroennoù
Hag o fichañ e dam lien
En em sach 'vel eur silienn.
Kolas chom bout bep taol. Kaeroc'h c'hoazh: Churchill koz,
Graet korn-boud gant e voz,
Hag oc'h ober an neuz da skrabat e varv,
A dint eur ger bennak e skouarn an tarv.
Satordeien ! kerkent Kolas 'vel pennfollet
War an Hitler zo dirollet.

Mont a ra dezan war-eeun tenn
Tortet e gein, ha pleget e benn
Hag hep aon rak e vec'hien
Nag e viroù nag e lien,
Gant e gorn e strink ar Pabor
Ken uhel ha menez Thabor;
E strink anezhañ c'hoazh n'ouzon ket pet gwech all
Evel eur c'hloc'h laket e brall;
Ha bep tro pa deu da gouezhañ
Gant e dreid e vres anezhañ,
Hag her skrab gant e ivinoù,
An eonen leun e c'henou:
-"Bravo toro ! bravo toro !
Bremañ 'chomo saout da c'horo,
Eme Churchill goz ar mastin,
Staget leizh e gov da c'hoarzhin.
Bravo toro ! 'ma diskaret ar c'hagn
Hag e strak o daouarn gwazed ha merc'hed Spagn,
Ha dizale eus ar führer bras ne chom ken
Nemet tammoù leun-c'hwad, skolpajoù tomm ha yen.
Ha warno gourvezet, Kolas ' voud en e yezh.
Ac'hanta, führer, penaos a rez ?

Mouso neuze , deuet d'hardisaat
A ya da gaout Churchill : " Asa 'ta va den mat,
Emezan, petra ' peus c'hwi tintet en e skouarn
Da Golas ar c'herniel houarn,
'Vit e lakat da gounnariñ
D'ober ken bras charivari
-Me ,eme Churchill, roet am eus dezhañ d'anaout
Eo hennout a laer e saout
Oc'h ober rekizisionoù
Eus Roazon betek Treglonou.
Ah ! Mouso gaezh, gwelet e peuz
Pebezh kounnar ha pebezh freuz
Paotr ar groaz kamm ne deu mui 'n eur gontañ gevier
Da laerez saout en hor parkeier !

Gant aon da bakañ kement-all,
Moussolini gantañ voe mall
Sevel d'ar red en e gar-nij.
Evit mont da belec'h, mar plij
Da di 'n Negus, ba Ethiopii
Da c'houlen dilhad ha lojeiz
Hag un nebeud makaroni.
Ne chome ken 'ta war al leur
Nemet Kolas ha Churchill koz, kannad Breiz-Veur.
Setu mac'h embannas Franco:
"Ar bed holl a ranko
Lavaret eur wech c'hoazh, ha Kolas vo bet kaoz.
Ar maout adarre da Yann-saoz
Spagnoled ! Churchill koz, dizale ' savo deoc'h,
War bruzhun ar Groaz-Kamm, reolenn aour ar peoc'h."

 


 


Date de création : 28/03/2012 @ 15:22
Dernière modification : 16/04/2012 @ 15:53
Catégorie : Barzhonegoù,fablennoù ha rimadelloù
Page lue 4600 fois


Imprimer l'article Imprimer l'article


^ Haut ^