Kinnigadenn

Fermer A bep seurt

Fermer Al laz-Kanañ Mond Davedoc'h

Fermer Barzhonegoù,fablennoù ha rimadelloù

Fermer Bet kavet war internet

Fermer Brezhonegerien Bro Bariz

Fermer Istorioù

Fermer Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved

Fermer Klaskerien soñjoù

Fermer Kontadennoù

Fermer Memor Ti ar Brezhoneg

Fermer Oberiantizoù a zo bet graet

Fermer Oberiantizoù ingal

Fermer Sikour talvoudus evit deskiñ ar yezh

Fermer TAB TV

Fermer Titouroù diwar-benn TAB

Fermer abadennoù war ar radiooù ha téléoù

Fermer ar skrivagnerien

Fermer chadenn ar vro savet gant Hervé Calvez dastumer bro Chelgenn

Enklask




Gweladenn

   visiteurs

   visiteurs en ligne

abadennoù war ar radiooù ha téléoù - Bali Breizh 2013 05 26


Bali Breizh - 26.05.2013 - Bro bagan - VOST par france3Bretagne

 

  1. Heuliad « War an ton bras » gant Claude Nadeau ha Lionel Buannic

Bed ar sonerezh klasel awenet gant Breizh war an ton fentus: Ar roue Arzhur, gant Purcell.

  1. Keleier : Ar Vro Bagan

Beb an amzer e vo kaoz eus unan eus broioùigoù Breizh. Boazioù, istor, doare, pep

bro a vev gant he spered, ar pezh a ra pinvidigezh ha hoal ar vro. Staget e vo hiziv

gant ar vro Bagan.

Pedet : Loeiz Elegoed, kelenner war an istor ha Jean-Pierre Lyvinec, kazetenner.

  1. Heuliad : « Pesketaerien » Louis Meuric a zo ur pesketaer ampart. Skiant-prenañ en deus ha kentelius ar pezh a gont. Sevenet gant Bastian Gwilhoù.

  2. Sonerezh : Dom Duff

Un tamm brud en deus tapet Dom Duff. Deuet eo er maez e bladenn nevez « Babel pow wow » .Piv eo ar sonerien ha gant peseurt spered en deus skrivet pozioù an 13 kanaouenn a gaver war ar bladenn folk-rock-mañ ? Dom Duff a respont d’ar goulennoù hag a gan daou don gant e sonerien, war leurenn Bali Breizh.

5 Heuliad: Ar Gwerzioù

«Emgann al Loc’h»  kanet ha displeget gant Annaig Lukas. Aozet gant Bernez Quillien ha Didier Boussard

Stirad Istor : Istorioù Breizh

Deskiñ ha splujañ e istor ar vro en un doare dudius ha fentus, setu ar pezh a ginnig ar stirad-mañ sevenet gant Luc David, kenbroduet gant France Télévisions, Pois Chiche Films, Odysseus Productions.

Emañ ar studierez yaouank Anna Bleiz o labourat war un dezenn istor. Skoazellet ha kuzuliet eo gant ur skrivagner kozh, Loeiz ar Meur. Hiziv : « Ar Gwesklen : treitour da Vreizh ? » : E Bronn, bro c’henidik Ar Gwesklen, en em gav Anna gant daou zen dedennet bras gant ar c’honestabl-brezelour. Haroz pe dreitour ‘benn ar fin? Ha pe soñj eo hini Loeiz, ar skrivagner kozh ?


Date de création : 07/06/2013 @ 00:11
Dernière modification : 07/06/2013 @ 00:11
Catégorie : abadennoù war ar radiooù ha téléoù
Page lue 4333 fois


Imprimer l'article Imprimer l'article


^ Haut ^