Kan ha Diskan gant Thieri Rouaud ha Serj Nicolas
Serj Nicolas ha Tieri Rouaud o deus kinniget mont da welout bugale Skol Diwan Pariz evit displegañ dezho petra eo kan ha diskan ha penaos eo pouezus evit ar yezh derc'hel bev ur stumm kanañ dibar e Europa. Tieri ha Serj a ra "kan ha diskan" asamblez abaoe ugent vloazh zo. Lakaet o deus tud da zansal barzh kantadoù a festoù-noz ha festoù-deizh tro dro Pariz hag ivez e Breizh. Brezhoneger a vihannig eo Serj,bet desket gantañ ar yezh gant e dud ba Bro Dreger. Tieri en deus kroget gant ar brezhoneg pa oa kanfart, e bloavezioù 80. Desket en deus e pad stajoù hag ivez en ur ganañ hag en ur gomz gant kanerien ar Vro. Graet o deus ivez kentelioù kan ha diskan e-pad dek vloaz barzh Ti ar Vretoned , abadennoù divyezhek war Radio Bro ha savet o deus stajoù brezhoneg komzet evit ar re divroet. O daou o deus ivez labouret gant Dastum, en ur skrivañ pennadoù diwar benn kanaouennoù war follennoù-nij
